Abdallah

Abdallah, Abdoullah pe c'hoazh Abdellah ( عبد الله en arabeg) zo un anv divoutin arabek savet gant ar gerioù ʿAbd (servijer) hag Allah (Doue, an taol-mouezh war an eil silabenn). Un anv-badez eo, deuet da vezañ un anv-tiegezh ivez.

Koshoc'h eo an anv eget an Islam avat. Kar eo ha talvezout a ra ar memes tra hag an anvioù biblek Abdiel hag Ovadia. Daou rabin yuzev Abdoullah o anv a oa e Medina a-raok an Islam : Abdoullah ibn Salam hag Abdoullah ibn Chouria. Menegomp ivez ar yuzev eus Yemen Abdoullah ibn Saba e-pad emled an Islam.

Stank e vez kavet e-touez ar Vuzulmaned hag ivez ar yuzevien Mizrac'h, dreist-holl e Siria hag Irak.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search